Charte


Association :
space Présentation
Charte/Karta

La présidente :
Mélanie Guyomard

Rejoindre l'association :
Adhésion

Karta gouel Kanol an Unaniezh.

Ar c'hevredigezhioù o deus divizet reiñ skoazell evit gouel « Kanol an Unaniezh » a emouestl brudañ sevenadur Breizh e meur a zoare a-hed kanol Naoned-Brest. E-kerzh an devezh-se e vo talvoudekaet ganto glad dibar Breizh.

Arouezius-bras e vo an talvoudekadur-se evit unaniezh Breizh pa vo kaset da benn, ken e Gorre, ken e Goueled ar vro, dre ar ganol.

E-kerzh an devezh-se e c'hallo ar c'hevredigezhioù brudañ o obererezhioù liesseurt. Gallout a raint aozañ diskouezioù sevenadurel hag arzel, tournamantoù, kinnigoù sport ha kement abadenn a sell ouzh danvez Breizh.

Digoust ha digor d'an holl e vo an abadennoù. E Breizh a-bezh e vo aozet ar gouel, gant skoazell tud a-youl vat a fell deomp trugarekaat a wir galon.

E-pad an devezh gouel-se e vo bodet an holl rummadoù-oad en-dro da ganol Naoned-Brest, anezhi un ahel greiz a liamm ar Vretoned kenetrezo.

Ne bado ar gouel nemet un devezh, met e meur a lec'h e vo lidet. Degouezhout a raio war un dro gant devezh europat ar glad. An dra-se a roio tro da dalvoudekaat kanol Naoned-Brest, anezhi un hentad naturel ha lies he finvidigezhioù war-hed 365 km.

Servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg
Service Traduction-Conseil de l'Office de la Langue Bretonne

 

Kanol an Unaniezh